Kumanovo

Kumanovo

Kumanovo (Куманово e makedoneg, Kumanova pe Kumanovë en albaneg) zo ur gêr hag ur gumun e hanternoz Republik Makedonia. E 2002 e oa 105 484 a annezidi er gumun ; e kêr e oa 70 842 a dud hag ar peurrest a oa er c'hêrioù tro-dro.

Emañ Kumanovo war-hed 20 km diouzh ar gêr-benn Skopje. An deirvet kêr vrasañ eo er vro, goude Skopje ha Bitola. Kalzik albanegerien zo o chom e Kumanovo ha tro-dro.

E-pad Brezel Kentañ ar Balkanioù e oa bet un emgann bras e Kumanovo, etre Serbed ha Turked, d'an 23 ha 24 a viz Here 1912.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search